Brientoù

Salud deoc’h ha Donemat war lec’hienn ajañs-veajiñ Aître (savouriezh hag arzoù a-vremañ). Laouen omp o tegemer ac’hanoc’h gant un nebeud keloioù e brezhoneg. Arabat chom da dortal m’ho peus goulennoù pe c’hoantoù ispisial : kasit dimp ur postel e brezhoneg.

Viaduc du métro Val - Norman Foster - Rennes 2001

Viaduc du métro Val – Norman Foster – Rennes 2001

Kinnig a reomp deoc’h chomadennoù savet a-ratozh evidoc’h : diouzh ar pezh a fell deoc’h, diouzh ho c’hoantoù ha diouzh an amzer a zo ganeoc’h.

Beajiñ gant Aître a dalv kement ha kemer amzer da vevañ ur veaj dibar evit bezañ ambrouget ha kaout un tañva deus ar pezh a zo a-bouez war dachenn an arzoù hag ar savouriezh.

Estroc’h evit ambrougañ ac’hanoc’h a rafomp : boaziañ ac’hanoc’h da gaout ur sell resis ha da briziañ an traoù diouzh ho mod deoc’h d’o gwelet.

N’eo ket ret deoc’h gouzout tra pa dra a-raok dont : bezañ kurius ha digor ho spered, ha kaout c’hoant da brenañ skiant war dachenn an arzoù en ur mod dreistordinal a zo trawalc’h.

Ambrouget a vefet da vare ar gweladennoù heñchet, met ouzhpenn da se e vo profet ur c’harned-beaj deoc’h. Hemañ a vo skrivet a-ratozh evit ho troiad deoc’h-c’hwi, hag ennañ e kavfet tresoù hag ur bern traoù ouzhpenn a denn ouzh an Istor, ouzh ar sevenadur… Gantañ e vo moaien deoc’h mont donoc’h e-barzh anaoudegezh an oberoù. Ma fell deoc’h e chomomp prest e-pad ho chomadenn da rannañ ha da eskemm ganeoc’h da c’houde ar gweladennoù a rafet.

Kinnig a reomp chomadennoù hag achapadennoù liammet ouzh an arzoù, e Breizh hag en estrenvro, e Pariz hag e Brusel. Ur strollad graet ha tout oc’h dija, ur skol Arzoù-kaer pe savouriezh, peotramant c’hoazh ur gevredigezh ? Prest omp da respont da gement goulenn ispisial a vefe ganeoc’h ha d’ho skoazell evit sevel ho chomadenn diouzh ar pezh  ho po c’hoant (etre 8 ha 50 a dud).

Dibenn-sizhun dizoloiñ a strolladoù bihan (8 den d’ar muiañ)
Dibenn-sizhun dizoloiñ an arzoù hag ar savouriezh e Breizh adalek 500 euro (mont ha dont, div nozvezh en ul leti 3 steredenn, bilhedoù ha gweladennoù heñchet).

FRAC Bretagne 2011 av André Mussat, ZAC Beauregard, Rennes - Odile Decq

FRAC Bretagne – Rennes – Odile Decq

E Roazhon emañ hon ajañs. Arzourien ha tud arbennik war an arzoù hag ar savouriezh omp-ni. Ganimp e vefet lakaet da zizoloiñ lec’hioù an arz a-vremañ hag ar savouriezh ha n’haller ket c’hwitout warne e Breizh.

Ambrouget a vefet ganimp e-barzh unan deus brasañ park kizelladennoù a vez kavet en Europa : domani Kergehenneg.
En Naoned ha tro-dro aber al Liger e tizolofet un dremmwel gant oberoù stlabezet en dachenn foran, hag int savet gant barrekañ arzourien ha savourien etrevroadel.

E Roazhon e c’hallfet mont war ho pouezig a-dreuz hag a-hed ur gêr e-lec’h ma tispak an Arz e pep karter, hag eno e mirdi an Arz a-vremañ (digoret e 2012) e vez kavet unan deus bravañ dastumadegoù diwar-benn an arz a-vremañ a zo er Stad C’Hall.

Evit klozañ e rankomp lâret ez eus e Breizh ur bern kreizennoù gouestlet d’an arzoù, ha pinvidik-mor eo glad ar vro-mañ, gant he sevenadur ha hec’h Istor paneveken.

Gant ar chomadennoù hag an achapadennoù a ginnigomp deoc’h e vefet lakaet e-kreizig-kreiz ar grouidigezh a-vremañ.

Aître pousse notre regard au-delà du jugement hâtif ou tout simplement pris dans nos habitudes pour gagner en consistance dans l’échange et du coup en plaisir…

Patrick à Paris